ner ; evit nebeud a dra, evit eul lavar, n’euz poan e-bed evit en em skuiza noz-deiz. Siouaz, evit madou ne heller ket da goll, evit eur gopr dreist-holl, evit eunn enor ar brasa, evit eur c’hloar a bado da viken, ne fell da zen dre ziegi poania e nep kiz.
4. — Servicher lezirek ha kizidik, rusit gant ar vez o welet tud o vont d’en em goll gant muioc’h a aked eget n’hoc’h euz-hu evit en em zavetei ; o welet tud birvidikoc’h evit ar madou ne dalvezont netra eget ne d-oc’h evit ar wirionez.
Liez a weach evelato ez eo rankout d’ezho dioueret ar pez a c’hedont ; enn enep, den n’en deuz bet biskoaz diouer euz ar pez a lavarann-me da rei ; den ne d-eo biskoaz distroet goullo diouz-in, pa en deuz bet fisians enn-oun. Ar pez am euz lavaret da rei, her rei a rinn ; ar pez am euz lavaret e rafenn, hen ober a rinn, gant ma vezo ann den stard em c’harantez-me beteg ann deiz diveza. Me eo a ro ho c’hopr d’ann holl dud vad, me eo a zigas poaniou kalet d’ann holl dud a feiz, da welet ha kre int-hi.
5. — Likit va c’homziou doun enn ho