c’hloar da c’houzanv poaniou, eme-z-han c’hoaz, evit ma choumo bepred enn-oun nerz Jezuz-Krist.
Oc’h en em zilezel hon-unan evel-se, e tiskouezomp hor feiz hag hor c’harantez, ec’h ansavomp ne d-omp ken nemet distervez ha ne dleomp ket en em brizout re hon-unan. Enn amzer ma kredit ema Jezuz o pellaat diouz-hoc’h, likit evez na blegfac’h dindan beac’h ho poaniou ; diwallit n’en em zigalounekafac’h. Neb a fell d’ezhan, eme eunn den a zoujans Doue, neb a fell d’ezhan dougen ervad he groaz, hen-nez a dle pellaat pep nec’h diout-han ha gouzanv a galoun vad, enn eur ober, e pep tra, ar pez a blij da Zoue. N’ho pezet na nec’h nag aoun e-bed, kentoc’h e tleit beza laouen, rak skrivet eo : Neb zo oc’h hada enn daelou a vedo e-kreiz al levenez. Enn eur vale e ouelent oc’h hada ; dont a raint enn dro gant gwir levenez, o tougen malannou ed leiz ho daouarn.
1. — Perak e klaskit-hu ehana, pa’z
oc’h bet ganet evit labourat ? En em likit
5