rer pe dioc’h ma kreder ez int, hen-nez a zo fur e gwirionez hag a zo desket mui gant Doue eget gant ann dud. Gouzout a ra kerzet enn henchou he ene, prizout a ra nebeut ann traou a ziaveaz, ober a ra e pep leac’h, e peb amzer, ar pez a zo gourc’hemennet gant ar feiz.
Buhan e tistro enn-han he-unan, o veza n’en em ro morse holl d’ann traou a-ziaveaz. Ne stourm out-han na labour-korf na netra all e-bed a zo red d’ezhan da ober dioc’h ann amzer, rak hervez ma c’hoarvez pep tra gant-han, ec’h oar en em ober diout-ho.
Neb zo he ene e reiz vad hag e stad vad, ne ra van euz a oberiou ann dud, pe int-hi zo mad, pe int-hi zo fall. Seul vui e teu ann den da sacha traou d’he heul, seul vuioc’h a ze e vez sparlet ha distroet dioc’h Doue.
8. — Ma vec’h evel ma tleit beza, ma ve peur-neteet ho kaloun, neuze pep tra a errufe evit ho mad hag a gasfe ac’hanoc’h araok enn hent ho silvidigez. Meur a dra a zisplij d’e-hoc’h hag a enkrez aliez ac’hanoc’h, dre n’oc’h ket c’hoaz