Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
II LEVR. — I KENTEL.

sellet, nemet enn eur dremen, oc’h kement zo er bed. Pep tra a dremen, ha c’houi a dremeno ive gant-ho. Diwallit na stagfac’h ho kaloun oc’h traou ar bed, gant aoun na vec’h touellet gant-ho ha na’z afac’h da goll.

Troit hoc’h ene war-zu ho Toue a zo enn env ; ra zavo hep paouez ho pedennou etreze Jezuz-Krist. Ma n’oc’h ket evit prederia war draou huel, war draou ann env, sellit piz oc’h poaniou Jezuz-Krist hag oc’h he c’houliou sakr ; ra vezint-hi atao dirak ho taoulagad. Ma ve bepred dirak ho taoulagad gouliou ha poaniou santel Jezuz-Krist, neuze e teufe d’e-hoc’h kalz a nerz evit gouzanv ho poaniou, neuze ivez ne rafac’h van e-bed euz a fae ann dud evid-hoc’h ; neuze e c’houzanvfac’h hep klemm komziou flemmuz ann drouk-prezegerien.

5. — Jezuz-Krist he-unan a zo bet disprizet gant ann dud ; dilezet eo bet gant he vignouned ha gant he gerent d’ar c’houls ma oa gwall-gaset muia. Falvezet eo bet d’ezhan gouzanv ha beza disprizet, ha c’houi a gredfe en em glemm euz a eunn

dra-bennag ! Jezuiz-Krist a zo bet kaseet

4