Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
II LEVR. — I KENTEL.

ned a fell d’ezhan, euz ann diabars ; eno eo e kar Jezuz beza dreist-holl. Darempredi a ra aliez ann den zo distag he galoun dioc’h ann traou a ziaveaz, komz c’houek a ra out-han, her frealzi mad a ra, rei a ra d’ezhan eur peoc’h braz, bez’ en deuz out-han eur garantez hor laka souezet.

2. — Poanit eta, ene mad, digorit ho kaloun d’ho Pried, evit ma plijo gant-han dont d’ho kavout ha choum enn-hoc’h. Rak lavaret en deuz : Mar kar unan-bennag ac’hanoun, e talc’ho mad d’am c’homziou, ha va Zad a garo anezhan, hag e teuimp hon daou d’he gavout, hag e choumimp enn-han. Digorit ’ta ho kaloun da Jezuz, ha ne list netra all e-bed da zont enn-hi.

Mar d-ema Jezuz gan-e-hoc’h, ez oc’h pinvidik ; a-walc’h hoc’h euz gant-han. Rei a raio, digas a raio pep tra d’e-hoc’h, ha n’ho pezo ezomm e-bed da lakaat ho fisians enn dud. Rak ann dud a dro buhan, enn eun taol e vez diouer anezho. Jezuz avad a zo a viskoaz hag a vezo da viken ; choum a raio gan-e-hoc’h evit mad.