Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/98

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


eur ster hag a ioa enk ha red mad d’ezho mont ebarz. war a lavare ar marc’h. — Aman eo. eme he-man. e tigor ar c’hoari gan-e-omp, Iann. Taol evez mad ha laka brema teurel er mor, dre ma’z aimp, ann ejenned palefarzet. tamm ama, tamm a-hont. Al loened gouez a zo o tont d’e-omp hag em-berr hor bezo c’hoari. ma na vezomp ket evit stanka mad ho genou d’ezho.

Sada ma oe stlapet ejenned palefarzet d’al loened a oe laouen-braz, ha roue al loened ivez. He-man, leun he gof, goude lipat he vourenn ker mad oa ar bevin, a lavaraz da Iann : — Eur paotr mad oud, ha brema pac’h euz roet d’e-omp peadra da stanka hor gouzouk hag hor c’hof, ez eo leal, a gav d’in, e vez digollet eunn draik gan­ e-omp ; ar re all a raio ar pez a garint ; evid-oun­-me, sada zo : tenn eur reunenn euz a voedenn va lost ha gorro hi mad, ha p’as pezo ezomm ac’ha­noun, n’es pezo nemet va gervel dre ar reunenn­-ze, hag ec’h en em gavinn gan-ez. me ha va ban­denn.

— A zo mad, eme Iann, bennoz Doue ha kena­vezo ! Ha Iann kuit ac’hano.

Pa oent en em gavet pelloc’hik, marc’h Iann a lavaraz d’ezhan : — Brema eo teurel ar mill er­-meaz, rak ema ar merienn o tont d’hon dibri, nemet peadra a vez ivez da stanka anezho bete toull ho gouzouk. — Ha mont Iann ha teurel d’ezho sac’had enn tu-man, sac’had enn tu-hont, hag ar merienn a lamm war-n-ezho ker buhan,