Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

80
AR MARVAILLER BREZOUNEK

dre gear. Eur wiskamant kaer a lekeaz ive, ma oa ann holl souezet ha ma lavarent : — Red eo e ve he-man eur prins braz ha brasoc’h zo-ken evit hor roue-ni, rak eul lugern a strink diout-han ma’z eo sklerijennet kear gant-han dre ma’z a.

Ar roue a glev tud o lavaret petra a ioa hag a ia da welet. Souezet d’he dro, ez a da gaout he baotr mechosi hag e ped anezhan da vont gant-han d’al lez. Ne wie tam piou oa, na petra ’ta ! Ar paotr mechosi, fouge ha lorc’h enn-han leiz he reor, a ra digorou d’ar roue a c’houlenn out-han piou eo hag euz a be leac’h. — Me, eme-z-han, a zo Iann va hano ; ginidik ounn euz a eur vro bell ac’han hag aman ounn deut da choum eur pennad zo. — Enn eur lavaret ann dra-man, Iann a vous­c’hoarze o welet ne anaveze ket ar roue anezhan. — Ker kaer ha ma’z oc’h, eme ar roue, e tleit beza map eur prins braz-bennag ! — A gav d’e­-hoc’h, erme Iann ? War gement-se ’ta, c’houi gred n’euz nemet ar rouanez hag ho bugale a gement a ve kaer ; distroit diwar ho mennoz, aotrou ; ar re all a c’hell, me gred, n’euz forz a be wenn int, beza ker kaer hag hi ; hag oc’h-penn zo, me gred ez euz paotred mechosi hag a dalv rouanez war gement-se, ma ne dalvezont ket muioc’h zo-ken. — Paotred mechosi, eme ar roue, n’int ket gwis­ket kaer evel ma’z oc’h, ha n’ho deuz ket barvous­kennou evel ann hini a zougit-hu.

— Koulskoude, eme Iann, me zo paotr mechosi, ha red eo e vec’h dall pa na anavezit ket ac’hanoun.