Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

viii
A-RAOK LENN

z-ho petra eo giz prezeg ar Vretouned etre-z-ho hag ann traou kaer a zo er brezounek, a zo kemend hag a ranker.

Piou ar re-ze a zo hano anezho gant marvaillerien Breiz ? Ann Aotrou Doue, ann elez, hag ar zent ; ann den atao hag ann drouk-spered aliez ivez, al loened braz ha bihan, ha traou all zo-mui-ken ne d-euz bet biskoaz anezho, nemet e sperejou a zo.

E-touez kement-se a draou a zo er marvaillou, dibaot eo ne ve ket gwelet enn-ho ar re vihan, ar re baour, ar re reuzeudik o tont, goude eur bern poaniou, da veza braz, pinvidik, euruz.

Kement-se a ziskouez, e gwirionez, kaloun vad tud hor bro : karet a reont kaout truez oc’h kement a zo stag ar boan out-ho, ha lakaat ar fisians da ziwana enn ho c’haloun.

Ar re a zispleg ho marvaillou d’ar re all e Breiz, n’ho deuz ket kavet ho-unan ar pez a lavaront. Traou int, eur c’halz anezho, hag a dle beza koz ha bet klevet a rumm da rumm gant ar re goz, ha bet e gwerz, enn amzer a zo bet, eunn darn anezho ivez.

Marvaillerien a zo hag a laka a-wechou daou pe