vrema e fell d’in e ve treac’h ar wirionez d’ar gaou. Ar gaou, m’hen argarz ! a zo tad ann drouk ; trouc’het e vezo, m’hen tou, beteg ar beo, e pe leac’h-bennag e vezo. N’euz stad dioc’h stad, na gwenn dioc’h gwenn evit ar gaouiad ; barnet e vezo gant ar wirionez, hag evel en devezo great d’ar re all a vezo great d’ezhan.
Va mamm, eme-z-han, ar penn kenta euz ann drouk hag euz ar boan am euz bet, a ielo e leac’h va fried da welet, d’he zro, hag ebad eo beva pell dioc’h goulou ann deiz, diwar bara ha dour. Evit ar re all, ne fell d’in gwelet hini anezho mui ; gouzout mad a rann piou ha ped int ; n’euz ezomm d’ho henvel. Setu !
Dioc’h-tu ar roue a lekeaz kregi enn he vamm ha mont gant-hi da gaout he bried. Hou-man, enn eur wela, en em strinkaz da c’houzoug ar roue pa glevaz piou oa, rak ne anaveze mui anezhan, hag hen ivez ne anaveze mui he bried, ker kastizet oa gant ann diouer euz a bep tra. Ar garantez ho doa ann eil oc’h egile e doa hep-ken dal’c’het anezho beo, dreist-holl merc’h ann tiek paour. Hou-man, ker mad atao ha ma’z oa bet ann dud fall enn be c’hever, pa welaz he fried o vont da lakaat ar rouanez koz enn he leae’h, a lavaraz : — Arabad eo e ve great poan da zen evid-oun-me, rak ne vezinn euruz birviken e-pad ma ouezinn en devezo eunn all da c’houzanv ar pez am euz gouzanvet. Beza pell dioc’h goulou ann deiz, beza beo hep beza e-touez ann dud, a zo diou boan ne ket