Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

54
AR MARVAILLER BREZOUNEK

tri baotr iaouank-man a zo ken hevel oc’h va fried keaz p’oa iaouank, ma kredann er-vad ez int va bugale. Deut, eme-z-han d’ezho, deut heb aoun warc’hoaz, ha me a zelaouo ho Labous ha c’houi ivez.

Mont a rejont antronoz, d’ar mare ma’z oa bet lavaret d’ezho, hag ar roue dioc’h-tu a droaz oc’h Kleze hag a c’houlennaz out-han dirak ann holl petra en doa c’hoant da ober ?

— C’hoant am euz, eme Gleze, da lakaat dira­z-hoc’h holl al Labousik-man da gana, ha goude da lavaret d’in ar pez am euz c’hoant da c’hou­zout diwar benn meur a dra a zo. A-raok a-vad ez eo red e ve prennet ann dorojou, rak anez va Labous na ganfe, na ne lavarfe ger.

Prennet e oe dioc’h-tu ann dorojou, hag al Labous da gana, ma oe ann holl mantret. Biskoaz skouarn na glevaz eur ganaouenn ken dudiuz ; lavaret e vije bet ez oa eunn ograou enn he c’houzouk. Mouez ann eostik hag ann alc’houeder n’oant netra e-kever kan al Labousik bihan-man. Pa oe distaget dioc’h he gan, ann holl a c’houlennaz a be vro oa. — Euz a vro ar wirionez, eme Gleze, ha bremaik e klevot gant-han traou hag ho lakaio souezetoc’h c’hoaz. — Va Labousik-me, eme ann den iaouank, sell oc’h ar re a zo ama oc’h ann daol, ha lavar d’in piou a zo er penn huela ? — Ar roue da dad ha tad da zaou vreur eo. — Ha n’ema ket he bried ivez e-touez ar mer­c’hed a zo ama ? — Nann, eme al labous ; he