Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




A-RAOK LENN


————


Ne d-euz ket kalz a draou, a gav d’e-omp, hag a blijfe muioc’h evit ar marvaillou d’ann dud diwar ar meaz enn hor bro ; oc’h ho c’hlevet e vezont laouen, ker laouen ma kavont re verr atao ho nozvesiou hirra. Marvaillou a zo hag a bad e-pad eiz ha pemzek nozvez zo-ken, hep biskoaz na ve enouet ar re a glev hag a zelaou anezho ; hep na ve skuiz na berr biskoaz ivez ar marvailler.

Ne glaskomp ket gouzout ama euz a be vro e c’hell beza ginidik marvaillou Breiz-Izel, na kennebeud all ne livirimp ez int pe ne d-int ket tra hon tadou koz. Ar pez ma’z eo eta ar marvail­lou-ma ez int, ha nemet e vezo gallet anaout dre--