bale war ann dour e choumiz pell da redek enn-dro
d’ann enezenn, da c’hoari ha da ober goap euz
ann Ankou. He-man, evel war ael, a droe enn tu
ma’z eenn, he falc’h gant-han savet atao enn ear,
war-nez tizout ac’hanoun. Eur weach enn eur drei
evel-se diwar herr, e riz eul lamm krenn war ann
enezenn, hag e-pad ma klaskenn va meanik glaz
em godell, bek falc’h ann Ankou a stokaz enn-oun
hag e koueziz eno dioc’h-tu. Ma ne varviz ket evel
ar re all, e oe, m’her goar brema, dre c’halloud
va maerounez en em gavaz eno hag am digasaz
gant-hi d’he c’hear. Evit deski skiant d’in, va
maerounez a lekeaz goude ac’hanoun da zont dindan
eur gornandounez koz hag iskiz, evel a welit,
ha da choum el letonenn vraz-man, dindan ann
douar, gant kefridi ha kemenn da zont da gelenn
ar re a vije evel-d-hoc’h o vont da glask paka
Labous ar virionez. Lekeat oa d’in ivez gant-hi
choum ama ken na vije paket gant unan pe unan.
Dre-ze e welit er-vad, Kleze, hoc’h euz va zennet
a boan, hag e tleann ho trugarekaat, evel m’hoc’h
euz trugarekeet ac’hanoun.
Breman e teuinn d’am oad kenta, iaouank ha kaer evel ma’z oann pa oenn lekeat da gornandounez koz gant va maerounez.
Hou-man en em gavaz eno neuze. Gwisket oa gant eur zae wenn-kann ; hag hi koz-meurbed, iaouank-flamm oa da welet. War he zal a lugerne ez oa eur gurunenn ar gaera great gant mein a bep seurt liou, evel teuzet e-mesk ann aour hag