teuot a-benn da veza treac’h ha da gaout e berr amzer ho tad hag ho mamm.
Goude lavaret ann dra-ze, ann hini goz a deuzaz a-zirak Kleze.
He-man a reaz penn-da-benn hervez ma’z oa bet kelennet ; en em gavout a reaz e-tal ar wezenn da gresteiz ; pignat a reaz out-hi hep selaou komzou kaer Labous ar wirionez a oe distaget gant-han, kaoued hag all, ha diskennet buhan d’ann traon.
Dioc’h-tu m’en devoe harp d’he dreid enn douar, Kleze, hep diskregi tamm euz ar gaoued, a dennaz euz he c’hodell louzou ar gornandounez koz hag a lekeaz anezho dindan fri ar re a ioa maro eno. Sevel enn ho zav a rejont holl rak-tal, ha goude trugarekaat Kleze, e kimiadchont diout-han ha dioc’h he zaou vreur a ioa bet savet beo da genta. Ann tri vreur neuze a dec’h ac’hano buhana ma c’hell ho divesker kas anezho, hag o veza en em gavet war letonenn ar gornandonnez koz, e welchont anezhi o tont etrezeg enn-ho.
Laouenik oa, dreist-holl pa zelle oc’h Kleze. — C’houi, eme-z-hi hoc’h euz heuliet va c’helenn, ha mad boc’h euz great. Pevar c’hant vloaz zo emounn ama oc’h alia ar re a zo bet eat da glask Labous ar wirionez, ha petra-bennag n’oa diez ober ar pez a lavarenn, evelato den e-bed, nemed-hoc’h-hu, n’en deoz sentet ouz-in. Ho taon vreur zo ama a oar brema petra dalv va c’homzou-me. Evid-hoc’h-hu, Kleze, va mignoun, n’hoc’h euz