man dre choum hep heulia ann aliou mad en doa bet digant-hi, evel-se ivez Gwaff a varvaz e-tal gwezenn Labous ar wirionez.
Ar pez a c′hoarvezaz gant ann daou-man a zesk d′e-omp ez eo red senti oc′h kelennadurez ar re fur, n′euz forz piou int, pe anez e varvimp hep dont a-benn da ober ar pez a fell d′e-omp. Ann houarn gwaff a ioa bet staget oc′h ar wezenn lore, a gouezaz ivez er mare ma koueze he vestr.
Kleze brema, o welet ez oa maro he zaou vreur, a ia kuit d′he dro euz a di ar miliner, goude planta doun he gleze er wezenn lore. En em gavet ive gant ann hini goz, hou-man, evel ann diou weach kenta, a c′houlennaz eunn tamm bara digant-han. — Ia da ! eme Gleze, bez′ ho pezo ; dalit ha debrit endra bado. — Ha gortoz a rafac′h, den iaouank, eme ar c′hrac′hik koz, ken n′am bezo debret eunn tamm ? — Perak ne c′hortozfenn-me ket, eme Gleze, amzer am euz ; e nep leac′h brema den e-bed ne c′hed ac′hanoun. — A gav d′e-hoc′h ! Me ne gredann ket ann dra-ze evel-d-hoc′h, ha pa ho pezo paket Labous ar virionez emoc′h o klask, neuze e welot koulz ha me e tleit kaout fisians, hag ez oc′h gortozet gant meur a hini. Selaouit ha klevit mad ac′hanoun : Dre ama, n′euz ket gwall-bell c′hoaz, ez euz tremenet daou zen iaouank all hevel ouz-hoc′h hag ho preudeur, m′oar-vad ; ho daou int maro o veza n′ho deuz ket great ar pez am boa lavaret