Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/48

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Goude selaou piz ann hini goz, Gwarek a ieaz adarre, hag a-benn tri dervez en em gavaz dirak gwezenn Labous ar wirionez. Tostaat a reaz war­-benn ma vije kresteiz klok. Pa glevaz ann taol kenta o seni er maner, e lammaz oc′h ar wezenn hep sellet oc′h al loened heuzuz a ioa gourvezet ha kousket tro-war-dro e-mesk ar re varo.

Al labous, pa welaz anezhan o pignat, a lvaraz : — Mignounik, te zo, ha n′eo gwir, o klas da dad ha da vamm ; mar kerez ho gwelet, sell d′ann traon ; emint aze dira-z-oud.

Gwarek, he c′hoad o virvi hag ankounec′heet gant-han kelenn ar gornandounez koz, a reaz eur zell a gorn oc′h traon, ha dioc′h-tu he zivreac′h a zounnaz out-han hag e kouezaz maro d′ann douar.

N′oa ket c′hoaz he gorf astennet mad war al letoun, ma koueze ivez e kornik liors ar miliner ar warek en doa staget oc′h ar wezenn lore. Ann daou vreur, pa weljont dre gement-se ez oa maro ho breur, a lavaraz etre-z-ho : — Pehini ac′hanomp a ielo breman da glask Labous ar wirionez ? — Me, eme Gwaff ; va zro zo deuet, ha pa weli kouezet d′ann douar ann houarn gwaff-man a lakaann e leac′h gwarek hor breur, neuze e vezo deut da dro da zont war va lerc′h, rak, maro e vezinn ivez.

Gwaff a ieaz eta antronoz hag a ieaz, kouls lava­ret, war roudou he vreur penn-da-benn. Gant Gwaff ivez ec′h en em gavaz ar gornandounez koz e doa kelennet Gwarek, hag evel m′oa maro he--