Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

32
AR MARVAILLER BREZOUNEK

distro d′ar gear enn deiz-ze, a lavaraz d′ar vilinerez : — Warc′hoaz abred, va mamm, e fell d′in mont kuit ac′han, ha mont a rinn. — Ha da be leac′h ez i-te ? Petra ec′h euz ezomm, ha n′en em gavez-te ket eaz ama ? Piou a ra poan d′id ? — Den na netra, eme Gwarek ; evelato mont kuit a rinn, e leac′h ma karo Doue va c′has. Rak-se ′ta, va mamm, va list da vont, lekeat eo em fenn gan-en.

Ar vilinerez a welaz neuze er-vad ne vije ket evit hen distrei. Rei a reaz d′ezhan muia ma c′hellaz a arc′hant, hag antronoz a-raok sao-heol, Gwarek en doa kimiadet dioc′h he dad hag he vamm mager ha dioc′h he zaou vreur ivez a ieaz eur pennad da ambroug anezhan.

Daou zervez a ioa abaoue ma′z edo o vale p′en em gavaz d′ar pardaez e-kreiz eur gompezenn ledan hag huel. Ac′hano e wele a bell ann heol ruz-flamm o steredenna evel eur pez kelc′h tan, a-raok mont da guzet. Gwarek neuze a c′houlenne enn he galoun beza sklerijennet gant heol ar wirionez, gant ar c′houlaouenn gaer-ze edo o klask dre bep hent, evit ren anezhan war-zu he dad hag he vamm.

He zaoulagad savet enn env, ne welaz ket neuze enn he gichenn eur gornandounez koz-koz o c′hou­lenn eunn tamm bara digant-han enn eur astenn he dourn. — Eunn tamm bara, eme Gwarek, pa glevaz ha pa welaz anezhi, n′em euz tamm e-bed mui, mammik koz ; arc′hant a-vad ho pezo mar kirit. — Bennoz Doue ! a-walc′h eo, ha gouzout