Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

24
AR MARVAILLER BREZOUNEK

petra-bennag m′en doa klasket mervel abaoue m′en doa klevet ez oa maro he bried hag he garantez, a reaz ar peoc′h evit dont d′ar gear ha klevet petra a ioa bet c′hoarvezet. Kaout a rea d′ezhan atao ez oa bet great eunn drouk-bennag d′ezhi.

Ar pez a grede n′oa ket gaou. Ar rouanez e doa kaset he bried pell dioc′h al lez, enn eunn toull doun dindan ann douar gant ann tri gi bihan. Eno e veze roet d′ezho ho fevar, dour ha bara zeac′h da zibri ha da eva. A-walc′h oa evit ar chas, hogen evit ar c′hrek iaouank, ar boed-ze a ioa ken dister ma treutaaz evel eur geuneudenn.

Pa oe klevet edo ar roue iaouank o tistrei, e oe tennet ann tri gi bihan er meaz ha great stad anezho.

Kalounek, p′en em gavaz, a glaskaz gouzout penaoz ez oa maro he bried ; goulenn a reaz oc′h he-man hag oc′h hen-hont, ha pep-hini a lavare ez oa maro gant anken ha keuz d′ezhan. Gevier oa ha biskoaz ne c′hellaz anaout ar wirionez, rak ann holl a ioa bet gounezet gant he vamm evit nac′h out-han ar pez aioa bet c′hoarvezet. Evelato kaer en doa n′oa ket evit distrei dioc′h he spered ar zonj euz he bried karet ; aliez zo-ken ec′h huvree diwar he fenn, ha bep gweach e kave d′ez­-han gwelet anezhi glac′haret ha dismantr evel eur spez, oc′h en em erbedi out-han hag oc′h he c′hervel, astennet he divreac′h gant-hi etrezek enn-han.

War-benn eur bloaz-bennag goude, he vamm, o