Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/354

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

342
AR MARVAILLER BREZOUNEK

a froume dre ma skoe gant-hi tro-war-dro, evel da gas diout-han c’houez ann ifern.

Gwisket Gwillou evel-se hag a bep tu d’he fri evel daou lost maillard, savet ho fenn enn ear, e tiskennaz du-ze war zu Treiz Plougastel, enn eur wenodenn a welaz eno.

Neuze e sell oc’h ar wenodenn hag e wel roudou o vont war-zu Brest. — O ! eme Willou. pa’z int eat, e tistroint, ha marteze ec’h en em gavo unan bennag gan-en hep dale. — Enn dro-ma n’en doa ket lavaret gevier, rak n’en doa ket great daou c’hant kammed (he-ma brema a iea war he bouez evel eunn aotrou ma’z oa), pa en em gavaz gant-han eur c’hrek ha ne oa na koz, na iaouank. — Grek vad, eme-z-han, ar vadelez ho pefe da lavaret d’in euz a be leac’h e teuit ? — Ia da, aotrou, euz a Vrest a zo a-hont d’ann traon. — Hag oc’h ober petra oc’h bet eno ? — Me a zo bet e Brest o werza viou brein ha dour-leaz. — Petra, eme Willou, ha n’hoc’h euz ket a aoun da veza daonet ? — Mar bezann daonet evit ann dra-ze, meur a hini a vezo estreged-oun hag evit meur a dra all. Ama ez euz gan-en c’hoalen ha mel am euz prenet e Brest, ha bremaik o tanva anezho, em euz gwelet e oa leun [a] c’hrouan ar c’hoalen ha bleudennek ar mel. Gwelit dioc’h se, aotrou, ez euz bet great d’in evel a rann d’ar re all. — Dioc’h a glevann gan-e-hoc’h, e werzer kalz a draou e Brest, eme Willou. Ma vent traou mad, e teufe abred ar varc’hadourien da veza pinvidik ; ne deuint ket a-