tousierou lien gwenn, arc’hanteri, anafou aour hag arc’hant da eva gwin euz ar gwella, ha boed da zibri, ha biskoaz n’int bet prenet gant Kristof. D’ezhan int deuet a-vad ; penaoz ? Ne ouzounn doare kennebeut ha c’houi.
— N’euz fors penaoz eo, eme ar roue, naoun hon euz, traou zo da zibri, stagomp gant-hi. Kristof en em gav gant he vamm, hag a lavar : — Brema, Gradlon, deomp oc’h taol ; azezit aze e-kichenn va mamm, rak evit-hi da veza grek eur pesketaer paour, ne vezo ket mez d’e-hoc’h leina gant-hi ; ne vije ket brao lezel va mamm da zibri he boed diwar ann aluzenn, pa’z eo dimezet he map da verc’h ar roue.
Gradlon, daoust ma kare ar re baour ha dister, a vije bet gwelloc’h gant-han beza pell dioc’h ann hini goz-ze ; evelato ne gredaz ket lavaret ger, rak douja eunn draik a rea da Gristof. He-ma a azezaz er penn huela euz ann daol ; Ahez enn tu deou d’ezhan ; he vamm enn tu kleiz, ha Gradlon war he lerc’h.
Pa vez naoun ha traou da zibri, ne vez ket diez ann doare. Gradlon hag ar re all a stagaz gant hi ; ar re-ma a zebraz hag a evaz gwalc’h ho c’haloun, ha pa oent savet dioc’h ann daol, Kristof a lavaraz : — Mar kirit, roue, ez aimp da ober eunn dro dre al lez, ha da welet hag hen a zo ker goullo, ken avelek ha ma’z eo braz. Lavaret a reer ez eo gwelloc’h eunn ti bihan ha boedek evit eunn ti braz hag avelek.