Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

22
AR MARVAILLER BREZOUNEK

hag, evit lavaret berr, e oe kaset kuit euz al lez enn eur c′hoz-ti e korn eul liorz. Eno neuze e oe lamet digant-hi liou ha paper, evit miret na skrivche d′he fried, hag a-benn eur pennad e wilioudaz d′he amzer.

Ann dra-ze eo a c′hortoze ar vamm rouanez ; eunn den dioc′h he dourn e doa lekeat e-kichenn he merc′h-kaer. Hou-man a c′hanaz tri map bihan, kaer evel-d-hi ha ken hevel ho zri n′oa den evit anaout ann eil dioc′h egile, nemet dre verkou ho skoaz deou. Unan en doa merk eur gwarek, eunn all evel eunn houarn gwaff hag ann trede eur c′hleze. Ho mamm, tennet euz he foan-bugale, ne c′hellaz ket gwelet ann tri-man, ha da gredi e oe roet d′ezhi e doa bet tri gi bihan. Kement-man a oe ivez kemennet da Galounek ha, dre al lizer a lavare d′ezhan ar c′helou-ze, e oe goulennet out­-han petra vije great oc′h ann tri gi bihan.

Kalounek a lavaraz derc′hel anezho el lez gant ho mamm ha miret n′ho divije diouer e-bed ken na vije distro. Map ar roue en doa diskred war he vamm, dre ma′z oa maro he dad ha ma rea hou­-man breman ar pez a gare.

Ar brezel a ioa tost da echui, ha Kalounek en doa mall da zistrei da welet he bried, pa zeuaz ar c′helou d′ezhan ez oa maro. Neuze ar prins (n′oa ket c′hoaz sakret roue e leac′h he dad), mantret he galoun gant ar c′hlac′har, en em lekeaz gwa­soc′h-gwaz da skei war ar Zaozon, ma oe red d′ezho goulenn ar peoc′h. Kalounek, skuiz gant ar brezel,