Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/334

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


enn eunn enezenn, a zavo tost ama. — Ma en em gavchont enn enezenn-ze dioc’h-tu. — Kaout a ra d’in, eme Ahez, ne loc’h mui ar c’hombaot. — Nann da, eme Gristof, ne loc’h mui ; bez’ ema war eunn enezenn. — Ra vezo ar c’hombaot e ludu, va feskik ? — Ma oe gwelet ar c’hombaot evel o teuzi, ha ma savaz ann tri-man ac’hano, Ahez souezet, a c’hellit kredi, o welet petra a c’hoarveze gant-ho.

Ar re-ma eat d’ann enezenn hag o welet n’oa enn-hi na ti na tra, Ahez a lavaraz da Gristof : — Ama e rankimp mervel gant ann naoun dindan ann amzer. — Ne raimp ket, eme-z-han ; kaout a raimp, abarz ann noz, peadra da veva, ha ti da choum ebarz. — Bezet ama dioc’h-tu, eme Kristof, eur maner kaeroc’h evit na d-eo lez ar roue Gradlon e kear Is, hag ebarz, peadra da veva, ha tud da zervicha Ahez, ha tro-war-dro gwez ha liorsou ar re gaera a ve gwelet. Bezet ivez eur pount kaer ac’hann da gear Is. Ha setu great dioc’h-tu kement tra a c’houlennaz Kristof ; ann dra-ma a ioa d’ar pardaez.

Ahez, naoun d’ezhi, a zebraz hag a evaz, hag a ieaz da gousket ; n’oa ket war ar c’holo oa a-vad. Kristof a ieaz ive, goude ober eur bale dre he enezenn.

Antronoz, kenta tiz en doe Gradlon oe klevet

dont[1] d’he gaout unan euz ar re vraz euz he lez

  1. Charmante locution. Voyez la note au texte français.