Dioc’h-tu ma oe eno, ann neudenn a dorr hag ar gurunenn a gouez adarre war benn Kristof. Evit brema, eme ann holl, ne dalv ket lavaret mui ne ve ket Kristof tad map bihan Ahez, rak bez’ ez eo. Ma oe kroget dioc’h-tu e Kristof ha kaset da lez ar roue da gaout ar brinsez. Gradlon neuze a lavaraz da Ahez : — Setu kavet tad da vap. Hen-nez, ann diot-ze, eme ar brinsez, ne d-eo ket tad d’am map-me. Anaout anezhan a rann, evit gwir ; biskoaz a-vad n’em euz bet darempred gant-han na gant goaz all e-bed.
N’euz forz petra a liviri, eme ar roue ; he-ma zo kouezet va c’hurunenn a-benn diou weach war he benn, ha gant-han eo a ranki dimezi. — Kouls e ve gan-en mervel, eme Ahez. — Pe e varvi, pe ne ri ket, dimezi gant-han a ri, hag hep dale c’hoaz !
Great e oe ann eured ha dimezet Kristof gant Ahez. A-benn eur pennad goude-ze, Gradlon o welet petra oa he vap-kaer, evit miret na welche mui anezhan dirak be zaoulagad, na pec’hed he verc’h ivez, a lekeaz ober eur c’hombaot koat, ha pa oe great, e lekeaz ebarz Ahez, he map bihan ha Kristof, ha goude ho stlapa ho zri er mor da veuzi, pe evel a garche ann Aotrou Doue da ober anezho. Ahez ne rea nemet gwela, enn eur lavaret e rankche mervel eno. — Kristof, ankounec’heet he besk gant-han bete neuze, a lavaraz d’ar brinsez : — Ho pezet fisians, ne varvot ket, na me kennebeut, hag hen ha lavaret goude : — Va feskik bihan, ra vemp-ni er c’hombaot-ma war ar zeac’h