Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/328

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

316
AR MARVAILLER BREZOUNEK

dioc’h klevet ann dud, n’oa netra a gement na ouie, ken enn amzer dremenet, ken enn amzer da zont.

En em gavet eta ann drouiz koz, Gradlon a lavar d’ezhan petra zo : — Va merc’h a zo deuet brazez, hag e deuz ganet, daou zervez zo, eur bugel ne oar ket, eme-z-hi, piou eo he dad. Goulennet em euz out-hi va-unan, ha be weach em euz klevet gant-hi ne ouie penaoz oa c’hoarvezet ann dra-ze. Koulskoude ez eo arabad e choumfe ar bugel-ze hep tad, pa dle beza unan pe unan. — Ia da, eme ann drouiz koz, ne c’hell beza bugel hep tad, na netra hep krouer. Selaouit, roue, mar fell d’e-hoc’h anaout piou eo tad map ho merc’h, stagit ho kurunenn etre daou bost koat gant eunn neudenn lin gwenn, e kreiz leur gear, ha neuze lakit, d’ann deiz kenta euz al loar nevez, kemend hini a zo e kear ha war-dro da dremen dindan-hi. Arabad eo miret oc’h den e-bed a-vad, gant aoun na ve hen-nez eo a ve tad ar bugel, a anavezot eaz, rak war he benn e kouezo ar gurunenn, dioc’h-tu, ma’z aio dindan-hi. Rak-se eta evesait mad, ha grit penn-da-benn ar pez a lavarann ama d’e-hoc’h.

Goude kement-ma ann drouiz koz a zistroaz d’he goat, ha ne oe mui klevet hano e-bed anezhan. Gradlon hep dale a laka embann da dud kear ha d’ann holl tro-war-dro en em gaout war leur gear Is ann deiz-man-deiz. — Ann holl a c’houlenn ann eil oc’h egile : — Petra a zo a nevez, ha diwar-benn petra eo ? — Kristof, pa glevaz gant he vamm