Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/326

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

314
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ne venn ket evit lavaret d’e-hoc’h petra a zo o c’hoari gan-en. Gradlon a gare meurbed he verc’h hag a lezaz anezhi c’hoaz eur pennad bete gouzout petra vije divezatoc’h. Diskred en deuz evelato ha lavaret a ra out-han he unan : — Ne fell ket d’ezhi ansao ouz-in ar wirionez, na lavaret da biou eo ; gwelet e vezo, pa vezo ar mare.

Deut he amzer, Ahez a c’hwilioudaz, hag e devoe eur map. Neuze Gradlon a lavaraz d’he verc’h Brema ne dalv ket d’id nac’h ouz-in ; deuet eo ar brud da wir. Sada te gwilioudet, ha ganet ec’h euz eur map bihan ; lavar brema d’in piou eo he dad. — Mar goufenn, va zad, ne ve ket diez d’in lavaret d’e-hoc’h ; hogen, gwasa a zo, ne ouzounn ket, kennebeut ha ma ouzoc’h hoc’h-unan, penaoz eo c’hoarvezet ann dra-ma gan-en. — Ahez oa ar verc’h a ouele o komz evel-se oc’h he zad ; he-man hep lavalet ger, a ieaz ac’hano nec’het hag o skrabat he benn. — Gwir eo marteze a lavar va merc’h d’in, ha kredi a-walc’h a rafenn e ve, rak goaz e-bed n’en deuz morse lekeat he dreid enn he c’hampr ; evelato eo red d’in gouzout, mar gellann, piou eo tad ar bugel. — Neuze Gradlon a gas kemenn da eunn drouiz koz-koz, a ioa peder leo pe war-dro ac’hano, da zont d’he gaout ar c’henta ar gwella. Hen-nez a ioa o choum enn eur c’hoat braz ; kuiteet en doa Gradlon eur pennad mad a ioa, petra-bennag ma’z oa bet he-ma skoliet ha desket gant-han. Belek braz ann doueou faoz oa, ha