Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/324

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

312
AR MARVAILLER BREZOUNEK

glask keuneud, Kristof a c’hoarie gwalc’h he galoun, he besk bihan ankounec’heet krenn gant-han ; ha biskoaz ne zeuaz enn he benn lakaat he besk bihan da rei d’ezhan arc’hant, na boed d’he vamm ha d’ezhan he-unan. Evel a rea a-raok a reaz goude, ha nemet e vije he vaz penn-kamm gant-han d’he harpa ha da c’hoari, ne zonje e netra e-bed ken.

A-benn eur pevar pe bemp miz goude-ze, e savaz brud dre ar vro oa dougerez merc’h ar roue Gradlon ; n’oa ken hano nemet euz ann dra-ze, hag ar pez a ioa gwir eo e teue ar brinsez Ahez tevoc’h-teva bemdez. Kement-ma a ieaz e berr amzer a-c’henou-da-c’henou beteg ar roue Gradlon. He-ma, da genta, n’oe ket evit kredi ez oa gwir a lavaret. — Biskoaz, eme-z-han, n’euz bet goaz, nemed-oun-me, war-dro Ahez ; va aked a zo bet atao, abaoue ma’z eo ganet, da ziwall anezhi dioc’h pep darempred fall, hag oc’h-penn, re fur ha re zantel eo, karet ac’hanoun a ra re evit dont da ober biken eur pec’hed ker braz all, hag a rafe d’in kemend a boan. Nann, nann, gaou eo kement-se, ha teodou fall hep-mui-ken eo a lavar ann dra-ze.

Evelato a zeiz da zeiz ar brinsez a stegne he dillad enn-dro d’ezhi, ha bemdez ivez ar brud a greske kemend ma lavaraz ar roue ez oa red gwelet. Mont a ra da gaout he verc’h, ha lavaret a ra d’ezhi petra a zo a nevez diwar he fenn. — E feiz, va zad, eme-z-hi, souezet ounn va-unan gant ar pez a c’hoarvez, rak brasaat bemdez a ra va c’hof, ha