keuneud da ober krampouez. Kristof a rea ann dro d’ar wezenn, a zelle out-hi, souezet o welet peger braz oa. E leac’h deliou, he brankou a ioa out-ho kregin histr, meskl, brennik ha rigadell, hag oc’h he grisiou kemend all. — N’euz forz, eme-z-han ; ne ket a-walc’h e ve deut euz ar mor, red eo ivez e teufe da di va mamm. — Kas anezhi, va feskik bihan, eme Gristof, ha me a c’haoliad war-n-ezhi, evel war gein eur marc’h. Baleet eta dindan-oun, dre ruiou kear Is, ha ra zeuio ann holl da zellet ouz-in o tremen, hag ar roue Gradlon ive gant ar re all.
Dioc’h-tu Kristof en em gavaz war ar wezenn zero a loc’haz a zindan-han, ne wie penaoz. Mont a ra dre ruiou kear Is a zo leun gant-hi bete lein ann tiez ; ann holl a zo mantret o welet kemend all. — Sell, sell, eme-z-ho, Kristof war eur pez gwezenn zero ; bale a ra dindan-han, evel pa ve eur marc’h beo e ve ; biskoaz tra ker burzuduz Kristof ! Kristof ! eme ann holl, choum eur pennadik a zav ! — Kristof a-vad war he wezenn zero a iea atao, eun eur c’hoarzin oc’h ho c’hlevet.
En em gavet dirak lez ar roue Gradlon, he-ma O klevet ann trouz a ioa, a ia ivez da zellet, he verc’h Ahez enn he gichenn. — Gwelit, va zad, eme hou-ma ; Kristof eo a zo o tremen war eur wezenn ; O c’hoari marc’hik ema, a gav d’in, he vaz penn-kamm gant-han. — Ia da, eme Gristof, me eo, plac’h koant ; ha dre nerz va fes-