Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/32

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


drouk e-bed gant he bried karet : — Eur c′hrek fur am euz, eme-z-han, ha birvikenn ne droio da fall. Rak-se ′ta na list ket anezhi da gaout diouer nag ezomm a netra e-bed ; ann nep a raio poan d′ezhi, a raio d′in ivez. Goude-ze map ar roue a gimiadaz dioc′h he bried ker ha dioc′h he dad hag he vamm.

Kalounek e penn he zoudarded ne oe ket pell evit lakaat ar Zaozon da dec′het enn he raok ; bep taol ho deveze lamm.

Koulskoude he bried choumet el lez, p′en em welaz he-unan eno, a ieaz enn he c′hampr e pe leac′h ne rea mui nemet gwela bemdez. Da genta he mamm-gaer a lezaz anezhi da ober evel a gare ; ann dra-man a-vad ne badaz ket pell. Taget gant ar warisi o welet pegement ez oa karet merc′h ann tiek gant he map, ar rouanez koz a lekeaz enn he fenn koll he merc′h-kaer. Evit dont a-benn a ze, e lekeaz tud da deurel evez oc′h kement a rea ar c′hrek iaouank ; ha kaer e devoe ann hini goz, ne gavaz netra da damall d′ezhi.

Eur miz goude ma′z oa eat Kalounek d′ar bre­zel, ar rouanez a skrivaz d′ezhan e save eunn nebeud brinidenn ha tavancher he bried, evit rei da anaout d′ezhan ez edo o tont da veza brazez. Laouen e oe Kalounek gant ar c′helou-ze, rak he bried he-unan a skrive d′ezhan ivez hevelep tra.

Nebeud-a-nebeud goude-ze ar vamm-gaer a dennaz digant pried he map ar plac′hed hag ar re all a ioa bet lekeat da zervicha anezhi ; nebeud-a-nebeud ivez e oe miret out-hi da vont er-meaz