— Mar kerez mont da glask keuneud d’in hirio, me a raio d’id krampouez gant ar bleud am boa bet deac’h enn aluzenn digant ann dud vad. — Kristof a lavaraz : — N’em euz ket a naoun, va mamm ; ha kuit ac’hano adarre gant he vaz d’ann aot. Tre a ioa ; Kristof a ia da gaout ar mor, diskenn a ra pell enn aot hag en em gaout a ra gant eur poull-mor ; c’hoari a ra eno ha teurel mein enn dour, enn eur c’hoarzin hag o kana peb eil. Eur pennad a ioa ma’z edo evel-se o c’hoari, pa gemer eur meanik gwenn-kann enn eur lavaret : — Sad’ ama eur mean hag a ielo bremaik war gorre ar poull-ze. Teurel a ra anezhan gant he vaz, ker brao ha tra (eur c’hoarier mad oa deuet da veza), ma rikl ar mean evel eur zilienn wenn war ann dour. Kristof a zell out-han, enn eur c’hoarzin a-bouez he benn, hag a wel eur peskik bihan o lammet hag o neunv endra c’hall war-lerc’h he vean. — Deport, deport, eme Gristof, va mamm bremaik a lavare e raje krampouez d’in mar karjenn klask keuneud d’ezhi ; ne ket krampouez a vezo ; c’houi, peskik, eo ; Kristof en devezo pesked, pe e vezo diez-braz. Kristof neuze a dronz he vragez, a ia er poull hag a red war-lerc’h ar pesk. He-man a rikl euz a zindan eur mean dindan eunn all, ha Kristof he vaz gant-han, ne ro ehan e-bed d’ar pesk, ken na oe paket. — Ac’hanta, va feskik-me, n’em boa-me ket lavaret d’e-hoc’h e vijec’h paket ? — Ia da, paket ounn gan-ez, eme ar pesk da Gristof. Evelato e ve gwell d’id leuskel ac’hanoun er
Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/316
Neuz