Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/298

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

286
AR MARVAILLER BREZOUNEK


Setu eno, eme ar c’horf, petra eo va ene hag e e leac’h ema. — Brao, brao, eme ar verienenn e devoa selaouet pisa ma c’helle, ha klevet mad petra en devoa lavaret ar c’horf d’ar brinsez. Gortoz eur pennad, eme-z-han d’ezhi, me a ia breman kuit, da welet ha me a c’hello da denna euz a zaouarn ar c’horf daonet-man  ; gortoz ac’hanoun, ha gra gwella ma c’helli d’ezhan  ; me welo divezatoc’h.

Sada neuze ar verienenn ha mont kuit ac’hano dre ann hent ma oa deut. Pa oe er-meaz : — Ra vezinn-me bran ; ha setu Ivon e bran, ha war-nij a-benn herr etrezek ann enezenn en doa lavaret ar c’horf heb ene. En em gaout a reaz eno hep dale, ha diskenn hag e den dioc’h-tu ha mont, evel eur paour keaz, da c’houlenn e pe leac’h edo ar roufl en devoa klevet hano anezhan. — N’hoc’h euz, eme eunn den d’ezhan, nemet mont er maner a welot aze pelloc’h, hag e viot kaset d’he gaout. — Ivon a ieaz neuze d’ar maner hag a c’houlennaz ha ne gavje ket eunn dra-bennag da ober. Kaset e oe da gaout ann aotrou, hag he-man a c’houlennaz out-han petra a felle d’ezhan da ober.

— N’euz forz petra, eme Ivon, ha pa na ve nemet miret ar zaout a rafenn zo-ken. — Miret ar zaout aman a zo diesoc’h evit na gav d’e-hoc’h, rak e lez ar c’hoat, er mesiou ma vezont o peuri, ez euz eur roufl hag a ia gant-han bemdez unan euz al loened korn da vihana, hag a-wechou daou pe dri.

— N’euz forz, eme Ivon, marteze me a viro out--