klasket a-walc’h em euz he gaout meur a weac’h, heb biskoaz he dizout. Enn abek da ze eo ez ounn bet lekeat aman da choum, enn enezenn-man, e-kreiz ar mor. Koulskoude va ene n’ema ket gwall bell ac’hanen. — E pe leac’h ema-hen, eme ar brinsez ?
— War-n-hed eunn dek leo pe war-dro, enn eunn enezenn all hag a zo braz. Diwallet mad eo eno, ha na me, na den ne c’hello he gaout.
Ar brinsez, dre ma lavare ar c’horf diwar-benn he ene, a floure skanv he benn d’ezhan, hag he-man neuze a lavaraz : — Va ene-me a zo enn eur vi ruz-glaou, hag ar vi-ze a zo e-kreiz eur goulm ; ar goulm e-kreiz eul louarn ; al louarn e-kreiz eur bleiz ; ar bleiz e-kreiz eur penn-moc’h gouez ; ann houc’h gouez e-kreiz eul loupard ; al loupard e-kreiz eunn tigr, ann tigr e-kreiz eul leon ; al leon e-kreiz eur pez roufl ne d-eo na den na loen.
Ar roufl-man a zo ar c’hreva a zo etre ann env hag ann douar ; dre-ze den ne c’hello birviken dont a-benn anezhan. Evelato ma ve eunn den goest da laza ar roufl-ze, da laza al leon, ann tigr, al loupard, ann houc’h gouez, ar bleiz hag al louarn, a-raok m’en defe lazet ar goulm, e ve red d’in-me mont kuit ac’hanen. pep loen a ve lazet, ez afe va nerz digan-en, evel ma’z a digant eunn den, dre ma red ar goad euz he wazied ; ha mar choumfenn aman da c’hortoz ma ve lazet ar goulm, ne venn ket neuze evit sevel ar roc’h-man, hag e rankfenn choum enn-hi da vervel.