ment bennag ne oa goulou na sklerijenn o para e nep leac’h. Ivon a-vad n’edo ket gant ann traou-ze ; gant he bried eo.
Hou-man, pa’z eaz Ivon ebarz, a ioa o kribat penn ar c’horf gant eur grib olifant gwenn kann. Ivon, pe mar d-eo gwelloc’h, ar verienenn neuze, pa wel, a skramp oc’h ar brinsez hag a ia enn he skouarn. A raok mont enn-hi e lavaraz d’ezhi goustad : — Na skrab ket, me eo Ivon a zo deut aman enn eur verienenn, evit tenna ac’hanoud digant al loen fall-man ; goulenn out-han penaoz en deuz gallet dougen ac’hanoud beteg aman, ha flour anezhan gwella ma c’helli, evit klevet gant-han e pe leac’h ema he nerz.
Neuze ar brinsez, oc’h ober ann neuz da grafat he benn d’ezhan, a lavar : — Piou oc’h-hu, ha penaoz a reer ac’hanoc’h ? — Me, eme-z-han, a zo ganet diwar eur c’hrek-vor hag eunn den-vleiz ; va hano a zo ar C’horf heb ene. — Petra, eme ar brinsez, eur c’horf heb ene ? Penaoz e c’hellit-hu beva neuze ? — Dre nerz eur spered braz en deuz roet d’in kalz a c’halloud ; ha c’hoaz ar galloud am euz ne d-eo netra e skoaz ma vije bet, m’am bije bet gallet kaout va ene. — Bez’ hoc’h euz ’ta eunn ene ha n’ema ket gan-e-hoc’h ? — Nann, eme ar c’horf, n’ema ket va ene gan-en, siouaz ! ma vije, n’euz netra o gement na zeujenn-me a-benn anezho. Gant va ene, me am bije distroet ar bed war he c’henou. — Diez eo d’e-hoc’h eta kaout hoc’h ene, dioc’h a welann ? — Re ziez, siouaz ! rak