Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

280
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ampoent-ze a zioud-ho, war nij, gant ar pez korf den. — Va zad, eme Ivon, me a ia war-lerc’h al laer, ha ne zistroinn aman, ken na vezo bet paket gan-en.

Ma’z eaz Ivon enn eur pez leon c’houeac’h gweach brasoc’h ha lijeroc’h evit ann holl leoned. Heulia a reaz he bried diwar lerc’h, evit gouzout e pe leac’h e tiskennje, p’en em gavjont e-c’harz ar mor. Neuze Ivon a ia enn eur vran ; ha petra-bennag ma’z ea buanoc’h evit kement labous a zo, ne oa ket evit tizout, na tost zo-ken, ar c’horf-ze en devoa laeret he bried d’ezhan. — N’euz forz, a lavare Ivon, gant ma c’hellinn gwelet e pe du e tiskenno, m’hen talvezo d’ezhan, pe e vezo diez.

P’ho devoe ar re-man nijet e-pad pell amzer, Ivon a welaz ar c’horf o tiskenn war eur roc’h vraz, enn eunn enezenn e-kreiz ar mor, ha dioc’h-tu, o sevel ar roc’h-ze evel eur goulc’her-pod, hag o vont dindan-hi gant ar brinsez. Ivon, kaer en devoe nijal buhana ma c’helle, en em gavaz re zivezad. Diskenn eno a reaz evelato, ha pa en devoe great ann dro d’ar garrek, da welet pe zoare e devoa, e c’houlennaz mont enn eur verienenn ker moan ha ker mistr hag ar vlevenn voana a zo.

Ma oe dioc’h-tu enn eur verienenn ; ober a ra neuze ann dro d’ar roc’h a-benn teir gweach, ha ken na oe ar bederved ne gavaz eunn toullik bihan-bihan. Dre-z-han e c’hellaz, gant kalz a boan, mont dindan ar roc’h. Pa oe eno, e oe souezet o welet peger kaer e oa, ha peger sklear ive, pege-