Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/290

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


gant paperiou ha dillad ar prins ha gant ann diou ialc’had en doa bet digant ar brinsez. Hep dale pelloc’h, antronoz vintin, setu hag Ivon ha kemeret eur c’harronz kaer, ha dont gant-han d’al lez ha goulenn komz oc’h ar roue. Digemeret mad e oe, ha p’en devoe he-man lavaret he gefridi, ar roue a aotreaz he c’houlenn, gant ma vije great hervez ma c’hoantea he verc’h.

Hou-ma a lavaraz ia, ha war-benn nebeud amzer goude, e oe great ann eured, ar c’haera a oe gwelet biskoaz er vro-ze.

Eunn dervez-hennag goude, roue Breiz a lavaraz d’he vap-kaer dont gant-han da chaseal. — Ne c’houlennann ket gwell, eme he-man. — Setu hag hi ha mont ho daou gant ar brinsez iaouank, pried Ivon, da eunn ti en devoa ar roue e-kreiz eur c’hoat. Antronoz e savjont abred evit mont da chaseal. Ar brinsez iaouank en em lakeaz enn he frenestr da zellet penaoz e vije ann dro gant-ho ; hag Ivon, o veza ma karie meurbed he c’hrek, e leac’h chaseal, a zistroe, dre ma c’helle, da zellet out-hi. Ne ket gant ar c’hirvi na gant ar gedon edo he spered, ha nebeutoc’h c’hoaz he galoun ; ha m’en divije kredet lezel eno koat ha chas, e vije distroet da gaout he garantez.

Er zonj-man edo, pa zistro a nevez da zellet oc’h ar brinsez, ha pa wel anezhi sammet gant eur pez den a nije evel eul labous, o vont kuit ac’hano, Ivon a c’halv he dad-kaer enn eur grial, hag a ziskouez d’ezhan he verc’h laeret, o vont d’ann