kaloun ar merc’hed iaouank, prinsezed ha re all ? Ar re-ze evel ar re-man a zo great da garet.
— P’am euz kemend a c’halloud evel am euz, eme Ivon, marteze me zeuio a-benn euz va zaol. — Hag o kredi kement-se, ne zistroe lagad diwar al lez, o c’hortoz ma welje ar brinsez o tont. — Dont a reaz hou-man, dioc’h ann abardaez, ha digeri he frenestr, emichans evit kemeret ann ear noz, rak ne gredann ket e divije mennoz pe zonj euz a Ivon, He-man evelato, pa welaz anezhi, a oe laouen a c’hellit kredi. Piou ne vije ket bet ?
Setu em-berr, pa oe skuiz ar brinsez o sellet, hag ive dre ma’z oa noz-tenval anezhi, e prenn he frenestr hag ez a da gousket. Ivon a zell atao oud he c’hampr, ha pa gav d’ezhan ez eo pred ober eunn dra-bennag, e lavar : — Ra vezinn-me bran. — Hag hen e bran ha nijal dioc’h-tu da brenestr ar brinsez. Terri a ra eur werenn gant he bek, hag er gampr. — Ra vezinn-me den, eme-z-han. — Hag hen e den dioc’h-tu.
Ar brinsez ne oa ket kousket c’hoaz, ha pa welaz eur goaz enn he c’hampr, e laoskaz eur griadenn skiltruz, ma oe spontet ann holl gant-hi. — Al laer ! al laer ! eme-z-hi. Hag ar roue hag he dud o tont da welet. P’en em gavehont er gampr, ne oa den nemet ar brinsez enn-hi, rak Ivon, eat e merienenn, a oa redet enn eunn toull preon a gavaz e penn ar gwele. — Petra a zo, va merc’h, eme ar roue ? — Aman, eme-z-hi, am euz gwelet eur goaz bremaik dira-z-oun ; eat eo