evit na d-aio ket ar wenn da goll. — Arabad ober goap, me a oar petra ounn, pell a zo, ha marteze n’eo ket gaou a livirit.
Goude kement-man, eiz pe nao dervez pe war-dro, Ivon a dec’h kuit, hag enn hent ha tiz war-n-han. Kuiteat en devoa ann arme evit-mad, ha ne c’houlenne netra ken nemet choum hep distrei biken. Setu hor soudard o vale endra ma c’hell padout ann hent dindan he dreid, ken a zeuaz ann noz war-n-han.
Pellik brao e oa eat dioc’h ar gear ma’z edo ar rejimant ; ha dre ne gavaz ti nag hostaleri da loja, enn aoun na vije taget gant tud fall pe gant laeroun, Ivon a zell enn-dro d’ezhan, hag o welet kalzennou foenn enn eur prad hed-da-bed ann hent, ez a da gousket enn unan anezho. Eur vorenn vad en dea great dijaik, ha tost e oa da hanter-noz, pa glev eunn trouz, spountuz war-dro eno, evel ma vije bet Paotred ar Zabbat o c’hoari ar vaz. Ne ket hi a ioa eno, tra a-vad ; eur vandenn loened gouez a-vad deut di, evit doare, da zibri eur c’hoz ejenn maro.
Ivon a zelaou anezho hag a glev, dreist mouez ar re all, al leon o krial forz, hag o c’houlenn oc’h eur verienenn perak e rea kemend a boan d’ezhan evel a rea ? — Perak, eme hou-man o flemma beg lost al leon, e-leac’h ober eur jolori evel a rit aze, evit kaout pep-hini ac’hanoc’h he damm euz ann ejenn maro-ze, ne d-it-hu ket da zihuna Ivon a zo kousket eze, enn eur galzenn foenn ? Hen-nez