Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

258
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ivez ho merc’h, pa n’am beuz netra da ober gant-hi. Evit hou-ma a-vad a zo hag a vezo va grek ; poan a-walc’h en deuz bet oc’h va c’haout, ha leal, eo ne gollfe ket kemend all a boan, ha ne raio ket, pa lavarann.

Pa voe lavaret gant ar prins, ann holl a voe mantret, hag ann darn vuia euz ann dud a riklaz sioul er-meaz ac’hano ; enn ho zouez, ar prins-koz hag he verc’h, great kazek gant-hi e-kreiz ar porz.

En em gavet mad e voa ann taol, ha mall e voa gwelet o tont da vad madelez ha karantez eur verc’h, eur c’hrek ne voa ket enn amzer-ze, na breman ivez kalz a verc’hed hevel out-hi, Brema anavezet mad gant ar prins evit he bried, Mari a voe euruz gant-han bete ma marvaz, pell amzer goude. Bugale ho devoe ha bugale-vihan ; hag ann daou-ma a welaz ar re-ma braz, ha kaer, ha brudet a bell bro evit ho madelez hag ho lealded.

Setu, va zud vad, penaoz, em beuz klevet ar marvaill-ma. Grit brema ho mad gant-han, ha kredit pe ne gredit ket ez eo gwir.


————