Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

254
AR MARVAILLER BREZOUNEK

goulou da goueza d’ann traon, hag ar prins neuze ha strinka ar gwin diout-han ha mont d’he wele dioc’h-tu, Ober a rea neuz da gousket ; ne rea banne koulskoude, pa glevaz ann or o tigeri, ha paotrez ar ier o tont enn he gampr.

— Sada me deut ama, eme-z-hi, evit ar weach divezan d’as kwelet. Petra dalv d’in-me lavaret ha klemm, evel am beuz graet ann diou nozvez a-raok, pa na rez van e-bed oc’h va c’hlevet. Koulskoude me eo am beuz da dennet a boan ; me am beuz didachet ar roched-ze a voa enn da gerc’henn, p’as poa lakeat va goad da strinka out-hi gant eur javedad as poa roet din. Gwaz a ze, eme-z-hi, del ivez, pa ne zihunez, eur javedad digant va dourn, evit n’am bezo netra da rebech, d’id. — Hag hi neuze ha diaveli gant-han eur palfad, gwella ma c’hellaz.

Ar prins a zao neuze euz he wele, hag oc’h anaout he c’hrek, e pokaz d’ezhi enn eur wela. Gervel a ra he vevell a deu gant ar goulou ; lakaat a ra ar prins rei dillad d’ezhi, enn eur lavaret : — Warc’hoaz ema va eured, a lavarer ; hogen n’as pez ket a aoun, me ne eureujinn ket, ha te hep-ken eo a vezo va fried.

Antronoz setu ann holl o tont evit ann eured, abarz mont d’ann iliz, evel ma voa ar c’hiz er vro-ze. Ar brinsed ar re vrasa euz ar rouantelez hag ann tad-kaer a voa eno, evel a c’hellit kredi, hag he verc’h enn he gichenn, na petra ’ta ! Laouen e voa ann holl, pa zao ar prins iaouank enn he za