Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/264

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

252
AR MARVAILLER BREZOUNEK

d’in ar gwin-kousket. Pa vezo deuet da noz evit hen diskarga hag he rei d’in, setu petra a ri-te, pa zalc’hez ar goulou d’ezhan. Diskregi a ri euz ar c’hantolor, hag e lezi anezhan da goueza, ha neuze, pa vezo maro ar goulou, me a c’hello teuler kuit ar gwin-kousket, hag ann tad-kaer ne welo banne. Diwall a-vad na rafez ket ar pez a lavarann d’id, rak e-verr da noz e tenio adarre plac’h ar ier, evel ma’z eo deut ann diou nozvez diveza.

Ar mevell a reaz evel a voa bet lavaret d’ezhan, pa deuaz ann tad-kaer gant ar gwin-kousket dioc’h ann noz. Da c’hortoz, paotrez ar ier ne voa laouen tamm e-bed, o welet ne voa ket bet evit rei da glevet d’ar prins ar pez e devoa c’hoant. Mont a reaz gant ar ier, ha dispaka ann delienn euz al lore a gan. Ar brinsez o tremen, a glevaz kana dudiuz al loreenn hag a voe souezetoc’h c’hoaz evit na voa bet a-raok. Gouienn a reaz kaout ann delienn-ze digant plac’h ar ier, hag hou-ma a lavaraz d’ezhi ne roje ket he loreenn a vihanoc’h evit triouac’h mil skoed hag eunn nozvez adarre e kampr ar prins. — Mad, eme-z-hi, ne rann forz ; bez’ e rankann he c’haout, koustet pe gousto. — Sada ma voe prenet adarre digant paotrez ar ier. Hou-ma evit gwir e devoa bet arc’hant ha kalz zo-ken ; n’e devoa ket bet he c’hoant a-vad, hag ann dra-ze eo a nec’he gwasa anezhi.

Dont a ra ann noz, ha setu ma’z ear adarre da rei ar gwin-kousket d’ar prins. Ar mevell, war zigarez ma voa evel morgousket, a laoskaz ar