Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

14
AR MARVAILLER BREZOUNEK


Neuze ar map o tihuna evel euz eunn huvre, a lavaraz : — Ia, va zad, karet a ran merc′h eul labourer douar, hag o welet pegement a gemm a ioa etre he stad ha va-hini-me, petra-bennag ma teu pep stad digant Doue, evelato ne gredenn ket lavaret ger d′e-hoc′h diwar-benn ann hini a ga­ren, gant aoun n′ho pije tamallet ac′hanoun. Bet ounn e meur a vro hag e nep leac′h biskoaz n′em euz gwelet eur verc′h ker kaer ha ker fur.

— Mad ! eme ar roue ; e pe leac′h ema-hi o choum, ma′z inn bremaik dioc′h-tu d′he goulenn d′id evit pried ? Kalounek a lavaraz neuze d′he dad e pe du e kavche anezhi ha penaoz en doa he anavezet hen he-unan.

Ar roue, den a c′her a ieaz dioc′h-tu hep mar­c′hata da di ann tiek koz. O tibri he lein edo he­-man p′en em gavaz ar roue a c′houlennaz ha n′oa den e-bed o choum gant-han. — Eo da, eme ann tiek ; eur verc′h iaouank am euz hep-ken ; eat eo d′ar skol. O veza n′ounn ket pinvidik ha n′e de­vezo war va lerc′h na madou na leve, em euz kre­det e vije ar gwella d′ezhi beza desket mad. Ann deskadurez, a gav d′in, a zo evel ann heol a bella pep tevalijenn.

— Mad a livirit, eme ar roue, hag eunn den fur oc′h, a gredann ; dre gefridi ez ounn deut d′ho kaout ; evit ho merc′h eo. Bremaik e lavarac′h n′ho poa madou na leve da rei d′ezhi ; me am euz madou braz ha mar kirit rei anezhi d′am map evit pried, e vezo euruz ; karet meurbed eo gant--