Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/256

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

244
AR MARVAILLER BREZOUNEK


choumet ama da ehana eur pennad, pa’z oc’h en em gavet. Naonn du am beuz, ha ma ho pe ar vadelez da rei d’in eunn dra-bennag da zibri, e rafac’h d’in kalz a vad.

— Deut gan-en, eme ar vestrez, d’ann ti-kouez ; labour hor beuz hag eno eo e vezann o choum endra bad al labour brasa, evel brema. Dre ma tle ar prins dimezi hep dale, emaomp gant ar c’houez braz. Deut gan-en eta ha bezit heb aonn, me a roio d’e-hoc’h kement ho pezo ezomm, hag eunn tamm dillad a gavinn ive, rak ho re-c’houi a zo eunn truez ; ken toull ha ken dispenseliet int, ma weler ho kroc’henn dre-z-ho.

Setu hag ar c’hrek iaouank ha mont neuze gant ar vestrez d’ann ti-kouez, hag eno e voe roet d’ezhi da zibri ba da efa ; en em domma a reaz goude he fred, ha pell braz a voa ne voa ket bet ken euruz. Pa welaz peger mad e voa out-hi mestrez ar gannerezed, e lavaraz e karje beza plac’h e lez ar roue, n’euz forz da betra e vije lakeat. Me a welo e-verr, eme ar vestrez ; ha mar d-euz eur plas vak-bennag, ho pezo anezhan, rak me a zo kar d’ann hini a zo mestr braz ar mevellien.

Ar vestrez a c’houlennaz, evel ma e devoa lavaret, ha ne gavaz da rei d’ar c’hrek iaouank nemet plas paotrez ar ier a voa maro neizur. — Dister eo ar plas, eme ar vestrez ; koulskoude ho pezo ho lojeiz hag ho poed, ha divezatoc’h ho pezo gwelloc’h.

Ar c’hrek iaouank a ia da viret ar ier, ha gwelet a ra bemdez eunn itronn pe eunn dimezel iaou-