Gan-en-me, eme eur plac’h iaouank ; gwalc’het eo, ha gwalc’het mad zo-ken ; n’eo ket didachet a-vad, ha kaer am beuz bet he frota, he c’hanna, he zaouna, n’ounn ket bet, me nag ar re all a zo ama kennebeud, evit dont a-benn da gas kuit ann tri vanne goad-ze.
Mari a glev petra a laver houn-nez, hag a domm he goad enn he c’hreiz. Tostaat a ra oc’h ar merc’hed hag e sant ez eo toull he zrede re voutou. Pa en em gavaz e-kichenn ar gannerezed, e lavaraz : — Roit d’in, me he ped, eme-z-hi, roched ar prins a voa hano anezhi gan-e-hoc’h bremaik, ma welinn ivez ha ne c’hellfenn ket didacha anezhi. — C’houi, kaillarenn louz, eme unan d’ezhi, pellait ac’han, flear a zo gan-e-hoc’h.
— Petra zo, eme ar vestrez pa glevaz ? Petra ! ar c’hrek-ma a gomz a zoare ouz-hoc’h, hag e komzit trenk out-hi. Dalit, eme-z-hi, enn eur rei d’ezhi eur grabanad eskern, eur weach all e vioc’h furoc’h, diwallit mar kirit ! Hag ar vestrez neuze ha kemeret ar roched hag he rei d’ar c’hrek iaouank-ma.
Kerkent ha ma voe bet soubet gant Mari enn dour ha frotet eunn draik, ez eaz anezhi ann tri vanne goad. — Euz a be leac’h oc’h, eme ar vestrez d’ezhi neuze ? — Me ne d-ounn ket ac’han, nag a dost zo-ken ; me a zo ganet e Breiz-Izel a zo war-dro tri C’hant leo euz ar vro-ma, dioc’h tu ar c’hresteiz ; hag o veza ma teuann euz a geid all, e c’hellit kredi ez ounn skuiz, hag ez ounn