vad enn dro-ma. Freuzet ha dispenseliet eo he dillad o vont ama hag a-hont, euz ann doullenn d’ar c’hoat, euz ar c’hoat d’ar menez, ha gwelet a ra he eil re voutou toull adarre. Evit brema a-vad, e-leac’h liou ar gened, ne d-euz war ar c’hrek paour-ma nemet liou ann amzeriou fall, liou ann naounegez hag ar riou ; brema n’eo ken nemet eskern ha kroc’henn.
Lakaat a ra ober he zrede re voutou, re houarn adarre, ha goude beza paeet anezho, ne choumaz gant-hi nemet triouac’h diner ; hag hi evelato da vale adarre. Poan e deuz, siouaz ! o sevel he zreid dioc’h ann douar, ker skuiz ha ken toc’hor eo deut da veza. He nerz a ia digant-hi, ha piou en defe souez ; aliez n’e deuz da zibri nemet koz frouez diwar ann henchou ; evit gwele da gousket, nemet korn eur c’hleuz-bennag ; da zisglavi pe da zisheolia, nemet deliou ar gwez, pa c’hell kaout c’hoaz. Setu, tud keiz, buez ar c’hrek iaouank ma, abaoue pevar bloaz zo ma’z eo eat euz ar gear da glask he fried. Piou euz ar merc’hed hirio a rafe kemend all ? Ne ve ket kavet eunn all marteze evel-d-hi dre ar bed.
Goude ann amzer-ze, ar c’hrek iaouank en em gav e-c’harz treid eur menez huel, hag enn eur zellet out-han, e lavar : — Pegouls e vezinn-me pignet war he gribell ? Seiz leo zo da bignat hep hent e-bed, netra nemet rec’hier, mein ha drez. Red eo mont evelato dre ann hent-ze, rak seul vui eo garo, seul-vuanoc’h a ze ec‘h uzo va boutou