Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

232
AR MARVAILLER BREZOUNEK

Vari ? — Gouzout er-vad a rez, pa oud bet dimezet, ne voa ket da zen evel hirio ; neuze edo dindan kroc’henn eul loen divalo. Petra eo deut ar c’hroc’henn-ze da veza ? Ne d-eo ket kollet, ha ne kwir, ha te a c’hoar e pe leac’h ema ? Diskouez anezhan d’e-omp, rak eunn dra gaer e tle beza da welet. Biskoaz kemend all ne d-eo bet c’hoarvezet gant den, nag e nep leac’h. Talvezout a ra eta ar boan e ve gwelet, da c’houzout pe groc’henn eul loen eo, pe groc’henn ann diaoul marteze. Deuz ’ta, eme-z-ho, da ziskouez anezhan d’e-omp, e-pad ma’z eo eat da chaseal.

Ar c’hrek iaouank, o kredi ne c’hoarvezje drouk e-bed, pa ne voa ket bet difennet out-hi diskouez ar c’hroc’henn, hag o kredi c’hoaz oc’h-penn ne c’hwie he c’hoarezed netra euz a gement en devoa lavaret he fried d’ezhi diwar-benn ar c’hroc’henn-ze, a ieaz gant ann diou bez fall-ze, ha tenna dira-z-ho ar c’hroc’henn er-meaz euz ar c’houfr ma’z edo.

Ann diou c’hoar a dro hag a zistro ar c’hroc’henn a gleiz hag a zeou da genta, ha goude eur pennad, unan anezho a ia kuit hag a zistro gant eur c’henaouad dour a strink war-n-han, hep koll eur diveradenn. Setu neuze ar c’hrek iaouank o skuilla daelou, o welet fallagriez he c’hoarezed a c’hoarze a boez ho fenn. — N’es peuz ket ezomm da wela evit ken nebeud a dra, eme-z-ho ; ne d-euz c’hoarvezet drouk e-bed. Ni a zec’ho ar pez a zo glebiet euz ar c’hroc’henn. Hag hi ho diou