Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

228
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ket kornik he lagad diwar-n-han, ker mantret eo gant kemend all. Al loen a rodell hag a zirodell atao, ken a deuaz euz ar c’hroc’henn penn-da-benn ar brava den iaouank a c’hellfet da welet.

Ann den iaouank-ma neuze a grog er c’hroc’henn, a bleg anezhan e pevar, ha goude he lakeat war goubl he vreac’h, e teu da gaout ar gwele. Ar c’hrek nevez neuze, pegement-bennag ma c’hwie piou e voa, a ra neuz da veza spountet ; eul lamm a ra enn he c’hoazez, enn eur lavaret a boez he fenn : — Piou oc’h-hu ? Kit ac’halesse, ne ket c’houi eo va fried : va fried-me a zo dindan ann daol, va fried a zo eul loenik ; kit kuit eta, pa lavarann d’e-hoc’h.

— N’ho pezet aoun e-bed, eme he-man, me eo ho pried, ha tennet ho peuz ac’hanoun a boan. Abaoue nao c’hant vloaz zo emaounn dindan kroc’henn eul loen hudur, ha choumet e vijenn ken n’am bije kavet eur verc’h evel-d-hoc’h d’am c’haret ha da zimezi gan-en. Lakeat e voann bet gant eur sorserez koz enn doare ma ho peuz gwelet ac’hanoun. Setu aze va c’hroc’henn, ha brema taolit evez mad oc’h ar pez ma’z ann da lavaret d’e-hoc’h diwar he benn. Brema ni hon daou a vezo euruz, ken euruz ha ne vezo bet den beteg-hen c’hoaz, ha mar kirit e choumimp evel ma’z omp brema atao, mar grit ar pez a livirinn. Lakit ar c’hroc’henn-ze enn eur gampr, ha taolit evez mad na stokfe out-han birviken na dour, na tan, rak neuze, siouaz d’e-omp ! e vemp kaset ann eil