Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

224
AR MARVAILLER BREZOUNEK

iaouank da genta ha dimezi a raje gant al loen-ze. — Ia, eme-z-hi, dimezi gant-han a rafenn, ha me zo-ken eo am beuz kinniget ann dra-ze d’ezhan da genta, o veza ma c’houzounn er-vad ez eo eunn den, pa gomz ha pa lavar ar pez en deuz c’hoant. Dre-ze, eme-z-hi c’hoaz, ne gav ket d’in e ve netra evit miret na eureujfenn gant-han.

Ar Pab, o klevet ar plac’h iaouank, a anavezaz e voa gwir a lavare, hag e voa al loen-ze eunn den bet lakeat evel-se gant eur sorser-bennag. — Mad, eme ar Pab, eureujet e vioc’h, pa fell d’e-hoc’h ho taou. — Setu ma voent eureujet, ha laouen-braz o tont ac’hano d’ar gear. Eur fest ouz ar re gaera a voe, rak ne ket aour hag arc’hant a vanke d’ezho. Eunn dud a deuaz na voe gwelet biskoaz kemend all ; deut e voant, na petra ’ta, da eunn eured ne voa ket evel eunn all tamm e-bed, rak bete neuze ne voa ket bet gwelet biskoaz eur plac’h koant, nag eur plac’h iskiz zo-ken, o timezi gant eul loen. Ha pa na vije ket bet gwelet c’hoaz bete neuze, ann dra-ze a voa gwir ha sklear breman eno d’ann dud dirak ho daoulagad.

Ann deiz kenta a dremenaz brao-braz ; ann holl laouen beteg ar pardaez. Neuze a-vad e teuaz nec’h d’ar c’hrek nevez, dreist-holl pa voe red mont da gousket ; he nec’h ne badaz ket pell. Ann daou-ma, pa voent laosket ho daou ho-unan, al loen a lavaraz d’he c’hrek : — Aze ema ho kwele ; it ebarz ; me a choumo ama e starn ann daol.