Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

194
AR MARVAILLER BREZOUNEK

ha c’houi a choumo ivez, ma na rit ket ar pez a zo da ober.

Bremaik. ema kresteiz o vont da skei, hag ann hini a zo lekeat da ziwall al lore a gousko beteg eunn heur. Neuze e tihuno, ha gwaz a ze d’e-hoc’h mar bezit war-nez taol d’ezhan. Eul loen eo hag a zo ken heuzuz da welet, ne d-euz bet biskoaz he bar ; teuler tan a ra, evel eunn diaoul, euz he c’henou hag euz he fronellou. Er gampr ma’z eoc’h ebarz, e weloc’h ar wezenn lore a glaskit, ha pa ho pezo kemeret eunn delienn anezhi, ar re all a gano enn eur vouez ken dudiuz, ne vioc’h ket evit mont ac’hano, ma na brennit ket ho tiskouarn da glevet. Diwallit mad eta, mar kirit, pe ne c’helloc’h distrei mui.

— Diwall a rinn, eme ann dijentil. — Ia a lava­rit, eme ann hini koz, c’houi n’oc’h ket gwelloc’h evit ar re all a zo deut ama.

Setu neuze hag he-man ha mont ac’hano, ke­lennet mad, da gemeret eunn delienn, ha da zont war he c’hiz kerkent ha ma vezo bet kutuillet gant-han. P’en em gavaz, kenta tra a reaz a voe kregi enn dosta a c’hellaz da baka. Hag ar re all neuze da gana ker koant ha ker kaer, ma choumaz da zelaou anezho, ken na zihunaz al loen heuzuz.

— Asa, eme he-ma, me gred oud-te deut d’am laerez e-pad ma kouskenn ; ar maro a zo dleet d’id, petra-bennag ma c’houzounn er-vad ez oud deut da glask ann delienn lore-ze as peuz kemeret evit da verc’h iaouanka, ar fura euz da verc’hed, evit-ho da veza fur ho zeir.

Mad ! selaou ac’hanoun ha taol evez ouz ar re