Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

186
AR MARVAILLER BREZOUNEK


Hag ann tad ac’hano da gaout Anna, he eil verc’h hena. Hou-man ne lavaraz d’ezhan nemet ar pez e devoa lavaret he c’hoar, ha pa voe lavaret d’ezhi gant he zad goulenn ivez ar pez a garche evit aotrea gant-han eil-zimezi, Anna a c’houlen­naz kaout eur iar arc’hant a ganje hag a zozvje evel ar ier all.

Ann tad a lavar d’ezhi e devezo ivez he iar, mar bez kavet evit arc’hant. Brema ez a da gaout he verc’h muia karet, Mari, ar iaouanka. Digant hou­-man, eme-z-han, eo e vezo ann diesa d’in en em denna. Setu hag hen ha mont evel-kent, ha lavaret he gefridi. — Va zad, eme Vari, n’em beuz ket a c’halloud da viret na eil-zimesfac’h, mar ho peuz c’hoant ; evit lavaret a-vad ec’h aotrefenn ke­ment-se gan-e-hoc’h, ne rinn birviken, rak ne vezinn ha ne c’hellann ket beza eurusoc’h, na ken euruz zo-mui-ken, ha ma’z ounn brema. — Goulenn ouz-in, eme ann tad, ar seurt a giri, evel da c’hoarezed, hag es pezo digan-en. Sada da c’hoar hena e deuz goulennet eur c’hillek aour ha da eil c’hoar eur iar arc’hant, beo da gana ha da zozvi evel ar re all ; hag ho goulenn ho devezo, ha pa ve diez-braz. — Evid-oun-me, va zad, mar goulennann eunn dra-bennag digan-e-hoc’h pa lavarit d’in goulenn, ne gousto d’e-hoc’h ne­met ar boan d’he glask ha d’he gaout : eunn de­lienn euz al lore a gan eo a garfenn a rofac’h d’in. — Bez’ as pezo, mar d-euz anezhi war ann douar, eme ann tad. — Eo da, eme ar verc’h, bez’ ez