Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

178
AR MARVAILLER BREZOUNEK

Hogen penaoz dont a-benn da lakaat anezhan da zistrei diwar he vennoz ? Goest eo d’hor laza holl, pe d’am zamma adarre, ha d’am c’has gant-han d’he gastell, rak lavaret en deuz oa hen eo en doa va zennet euz a grabanou ar roufl, hag ann holl a gred e kemerinn anezhan hep dale evit pried ; n’her grinn biken. — List ac’hanoun da gas ann taol da benn, eme Iann, rak louzou ar jeant-ma a zo gan-en ive, hag hep dale e vezo kaset da glask roudou he zaou vreur all.

Ar roue a lekeaz Iann enn he gichenn da goania, hag ar jeant a oe lekeat enn tu deou. d’ar brinsez ; hag eunn niver braz a dudchentil euz ar vro a oe pedet ive da goania oc’h taol ar roue.

Ar jeant a gare he vanne, hag e oe roet d’ezhan ar pez a gare, ma teuaz mezo-dall. Neuze merc’h ar roue a lekeaz ar velchenenn a bemp delienn, e devoa bet digant Iann, e gwerenn ar jeant. He­ma n’en devoa ket lounket anezhi a weac’h, ma kouezaz d’ann traon war leur ar zal, maro-mik evel eur pez ejenn kountellet. Kaset e oe ac’hano he gorf d’ar prenved ha d’al loened all da zibri.

Iann hag ar brinsez, seder brema ha laouen ho daou, a oe dimezet ann eil gant egile. Ar brud zo e oent euruz hag ho devoe eunn torrad bugale a zo c’hoaz ar wenn anezho enn Hiberni.


————