Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

172
AR MARVAILLER BREZOUNEK

hogen mar en deuz sammet anezhi ha kaset d’he vaner, houn-nez a zo eunn dra all.

Ha Iann enn dro da gaout ar feunteun : — Mammik koz, eme-z-han, chetu me ken nec’het ha biskoaz, rak kaer am euz bet bale, n’em euz na gwelet, na klevet menek euz a brinsez na jeant e-bed. Aoun am euz na ve eat ar brinsez gant ar jeant d’ar c’hastell, rak c’hoant en doa d’he derc’hel eno, goude maro ar roufl koz hag ar chas braz. Enn hano Doue, kelennit ac’hanoun eur weach c’hoaz !

— N’euz erruet drouk e-bed, va mabik ; ar jeant en deuz aoun ar maro ra-z-oud, anez e vije bet eat d’he gastell gant ar brinsez, pe saillet gan-ez er c’hoat, evel m’en divije great, ma vijez eat eur c’hammed-bennag enn he raok. Kenta a ioa da ober, a gave d’ezhan, oa samma ar brinsez ha redek gant-hi da di he zad evit he c’haout da bried, a-raok ma vezi-te en em gavet eno, ha goude-ze distrei gant-hi d’he gastell rak-tal. Lez anezhan da ober ; ne zigwezo drouk e-bed gant merc’h ar roue, a-raok m’en em gavo e palez he zad, ha te a vezo ivez eno tost-da-vad kerkent hag hi ; ha goude-ze e vezo mad ar bed gan-ez. Kea ’ta enn hent affo, ha iec’hedou ! — Kant ha kant bennoz Doue, mammik koz !

Pa zigwezaz Iann e palez roue ann Hiberni, ez oa eur cholori hag eunn talabao war-dro eno, ma oe nec’het-braz bor paotr, gant aoun na vije fest ann eured. Hag hen mont ha goulenn ouz ar por-