Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Ar marvailler brezounek.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

170
AR MARVAILLER BREZOUNEK

re all hag a lavaraz : — Mammik koz, enn hano Doue, hag aze emoc’h ? — Ia, va mabik paour. — Kant bennoz Doue d’e-hoc’h, rak anez-d-hoc’h­-c’houi, me ioa va c’hroc’henn o sec’ha, pe a bez e kof ar roufl koz pell zo. — Laka evez, va mabik­-me, oc’h ar jeant-ze ivez, rak ker kriz eo hag ar roufl koz, nemet ne ket hevel out-han a ziaveaz. Torr he benn out-han kenta ma kavi ann tu ; laka evez a-vad da vankout war da daol. Chetu ama adarre eul louzaouenn all, ar velchenenn a bemp delienn, ha mar gellez lakaat anezhan da danva anezhi, e tigwezo gant-han evel gant ar roufl koz hag he chas kounnaret, ha neuze ne vezo ket diez d’id dont a-benn anezhan. Kenavezo ; brema n’as kwelinn birviken mui. Chans vad d’id ha taol evez ! — Me na ankounac’hainn biken ac’hanoc’h, mammik koz, ha m’ho pe ezomm ac’hanoun eur mare-bennag, me rento servich vad d’e-hoc’h, evel hoc’h euz great d’in. Iec’hedou ha buez hirr !

Ha Iann gant he vaz houarn war-lerc’h ar brinsez. Hogen ar jeant, ann haillevod anezhan, en doa digaset he voutou braz gant-han ha sammet ar brinsez war he gein. hag herr enn-han etrezek ann Hiberni, keit ha m’edo Iann o varvaillat gant ar c’hrac’hik koz. Iann, o welet n’oa ket evit paka anezho, a gomprenaz, diwar eunn nebeud, oa bet great eunn dro louz-bennag d’ezhan. — Mar d-eo eat ar jeant da gas ar brinsez da di he zad, eme Iann ont-han he-unan, ne ket braz ann drouk ;